Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/217

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Penn-izel e lec’h an dud paour’
Gant aoun ar c’hi e toul an nour ;

Gant aoun ar c’hi pini a lam
Gant ar c’houer ha gant e vam.


eil labourer

Ar bloaz oe ma mam intanvez
A oe d’am mam eur goall vloavez.

Bez’ he doa nao a vugale,
Ha n’he doa bara da rei d’e.

— An neb en deus hennez a rei,
Mont a ran d’e gavout, emei ;