Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


O vont da Goatloc’h da heizal,
Hag heñ pignet war e varc’h geal.

— Va gregig vat, d’in leveret,
Perak ’ta, perak e oelet ?

— Goela ’ran war va bugale,
N’ani eus ket bara da roi d’e.

— Va gregig, neket red goela ;
Dalit arc’hant ; it da brena. —

Bennoz Doue d’an autrou kont !
Seurt-se a zo tud, me respont !

Pa ve red d’in mont d’ar maro,
Me yei evitañ, pa garo.