Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XXIV
AN AMZER DREMENET
――――
Bretoned, savomp eur gentel
Diwarben pautred Breiz-Izel.
— Deut da glevet, da glevet, gwitibunan ;
Deut da glevet, da glevet ar c’han. —
Pautred Breiz-Izel o deus gret
Eur c’havel koant hag heñ treset.
— Deut da glevet, etc.