Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Douget hi, Eled mat, ha laret mat dehé
É ma ol me chonjeu geté, ha noz ha dé.

Turhunel, estig noz, get en amzér neùé
É heet de gañnein doh dor mem bugalé ;
Ha ! perak é neijal ne hellan ar un dro
Monet drest er mor glas bet ou zi, en hur bro !

Ah ! groeit ahoel ém leh, kriet abouiz hou pen :
— Dalhet mat doh er fé, dalhet doh hou lezen ! —
Hag ol é reskondéent : — Ni zalhou doh er fé ;
Kentoh merùel mil guéh, eit ankoéhat hun Doué ! -