Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Eur c’havel kaer karn olifant,
Warnañ tachou aour hag arc’hant ;

Tachou aour hag arc’hant warnañ,
A luskellont gant nec’h hremañ.

Ha bremañ, ous e luskellat,
Daelou ’ver eus o daoulagat ;

Daelou a ver, daelou c’houero :
Neb a zo ennañ zo maro !

Zo maro, zo maro pell-zo,
Hag i luskel, o kana ’to,