Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— Klewet an diou gevren ganiñ en o c’haujo
Pen-da-ben, ’vel ma c’houl Levr-meur al Lezenno ;
Me, Barner dibabet, a ro :
Eur grogilhen da Yann, dre m’en deus-hi gwelet ;
’N eil grogilhen da Wilh, rak ma ’n eus-hi serret ;
Hag ar voeden d’iñ-me, ’vit bezañ o barnet…
Mont pepini d’ar ger en peuc’h, ha kwit frejo,
Pa n’eo bet hucher ’bet en dro ! —
Ha n’ vije ket bet well, kouls da Yann ha da Wilh,
Ranna sioul o c’hraouen ’treze, boed ha kregilh ?