Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
P’o deus asantet, e stagjont
Da zisplegañ anat o c’hont.
— Ar graouen-ma, me Yann, zo kiriek d’hon breujaou ;
Hi zo d’iñ, sur : me ’m eus he gwelet da gentañ !
— Tra ! tra ! d’iñ-me eo, ’me Wilhaou,
He zerret am eus arauk d’añ ! —
Ha kranchat ’n o dorn deou, o daou ;
Hen sevel, ha laret : — Gwir eo, m’hen tou ru-glaou ! —
Ar pautr bras a furch ’n e c’hodel,
A denn ac’hane eur gontel ;
Ha, digor-frank gante daoulagad ha diskouarn,
O tibluska ’r graouen, a ra diouti taer darn ;
Neuze ’lar war eun ton uhel,
Ec’his pa ve braket ’n eur gador-vrec’h lezvarn :