Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Unan, o soubla prim, a zerr ar gavaden ;
Egile ’vout warnañ kenkent,
Ma lam ar frouezen dious e zorn.
Setu-int ’n em chakat, ’n em c’hourdrous, ha sourral
’N eur daul sellou ken du, a-gorn,
Ha daou gi arloupet war ar memes askorn
’Zo roc’h-diroc’h, ’vel moc’h gant soroc’h oc’h oc’hal.
Neuze ’teuas eur skolier all,
’Oa brasoc’h ewite, da dremen dre al lec’h.
— C’han ta ! pautred, ’mezañ, c’han ta ! pesort c’hoarv d’ec’h,
Ma rit ar seurt arweziou fall ?
Kentoc’h ’wit mont d’cn em dourtal,
Diskleriet d’iñ an dra, dousik, plen ha leal ;
Ha me a zivizo piv ’n eus gwir, piv ’n eus gaou. —