Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




XIX


AN DAOU VREUTAER BIHAN


――――


    Daou vugel a zeue deus skol
    O c’hoari ha c’hoerzin laouen,
    Pa zavas entreze ’n eun taul,
    Broc’hadeg ha giriou diroll.
    Petra oa kauz d’an abaden ?
        Eur graouen ;
Mann ’met eur graouennig o deus kavet en hent.