Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




XX


AR VALAFEN


————


’Mañ Jorj ’c’hoari en liorz e dad,
Hep sonj d’ezañ nemet da vad ;
Pe, mar teu ’n e bennig reo-all,
N’a ket da glask hageñ vent fall.

O na kaerat eur valafen
’Zo nij-dinij en e gichen ;
’Zo nij-dinij en e gichen,
Hag a blaf sioul war eur rozen !

Biskoas ne welas ar bugel
Livou ’vel war he diwaskel.