Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

          Neuze ’lar
          O skrijañ
          En eur bar
          Ar goasañ :
— ’Sort ’rafen deus unan ? Tapet ’nañ c’hoas, bremañ,
Kos skraperien daonet, hag et gant ar gonnar ! —
      Ha flapañ ’r boned d’an douar.

        Burzud ! O joa dispar !
      ’N oll varmouzien a ra ’veltañ ;
      Ma tisken koton dious pep bar.
Biskoas n’oa bet gwelet, dious ma kont an histoar,
        Hevelep koueadeg
        Bonedo klupenneg :
      ’Vel eur vanden evned gwenn-kann
A ruz eur pennadig, luskellet en er splann.