Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

      Ar c’haouad-ze oe rust ha berr ;
Mes arri oa hon den, warlerc’h e fineseo,
Yannig didra ’vel ’rauk ; ’wele mann ken d’ober.
      Setu heñ ’ta, en dizesper,
      A ya da ziframmañ e vleo.
      Neket, ’vat, eur guchennad kreo
’Zo deut gantañ ’n e zorn ; e voned koton eo.
          E drubuilh
          Ra d’añ skuilh
          Daero puilh
          A c’hlac’har
          Hag a ruilh,
          Gliz klouar,
          War hemañ,
          ’N diweañ !