Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

I ra d’eañ, dioustu, kemendall, heb nep spont.
    Kemer ’ra mein a vozado
Hag o zaul d’e ; hogen al laeron divergont
    ’Stlap outañ, diwar o branko,
            Kraou koko ;
Eur grizilhad a strakl hag a ra goall-vlonso :
    Ponner ha kalet e ’r frouez-hont,
    Ha kals tenvoc’h ’wit kraou hon bro.
    Muioc’h a zroug ’n ije bet c’hoas,
        Paneved an ijin
        ’N oc da drei ar vilin
        ’Us d’e ben gant e vas
        O vont, o tont mibin,
        Ha skei a glei, a zeo.