Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/95

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 94 —

goeas clanv. Ar vedesinet a disclerjont penos na savje qet deus he glenvet. Mont a ran d’hen goelet, em receo a ra gant cals a ienien. Retorn a ris en de voarlerc’h, hag hen cavis ebars er memeus disposition. Continuîn a ris da vont d’hen goelet diou voech ar sun. Mes, o clevet penos ar vedesinet a anonse na nefoa qen nemet eun nebeut a heurio da vevan, ac’h is ter goech d’hen goelet gant an desir da goms out-han, mes ter goec’h oa serret an or ouzin. O oelet qement-se enem adresis d’ar Verc’hes, refuj ar bec’herien hag ho Advocades, hag a recomandis de-hi ar pec’her paour-man. En de-se memeus, oa digemenet d’hîn penos ar c’hlanvour oa eun tamic goel, mes penos na gomse qet c’hoas deus ar c’hoant da govesaat. Neuse hen adresis c’hoas d’ar pedenno pere a ve groet d’ar Verc’hes, evit distro ar bec’herien, hag ec’h is beteg he dy. En eur ariout, oa permetet d’hin monet d’en beteg, gant ar gondision na mije qet comset de-han deus ar relijion, ha surtout, na mije han qet pedet da goves. Antreet en he gamp, a oelis en dro de-han daou deus he vignonet brasan, ha tri den all deus an