ty. Goul a ris digant-han penos enem geve, hag a respontas penos oa esetoc’h, ha penos a espere sevel en ber amsér : er memeus instant ec’h asten d’hîn he zorn en eur lavaret dirag an oll : « Otro person, c’houi eo ma brasan mingnon, hen goelet a ran, n’ac’h eus qen c’hoant nemet, da sovetaad ma ine hag eun testeni certen deus a gement-se eo ar bizito ac’h eus groet d’hîn qen alies. Hen prometîn a ran d’ac’h, covesaat a rin, ha c’houi a vo ma c’hovisour : laret a ran d’ac’h en avans, penos ec’h oun eur pec’her bras, mes convertiset ac’h oun hirie, hag hen discoe a rin dre ar chanchamant deus ma bue. Contant ec’h oun da govesaat breman voar an istant, mes evel mar larfe marteze cals a dud am e groet-se dre sempladures, hag evit ho contantin, me eio d’ar bourg, qentan ma allîn, rag c’hoant am eus a c’houvefe an dud oll ac’h oun convertiset, ha penos na ruian qet deus ma relijion pehini, siouas, am eus bet qen dispriset. »
» Derc’hel a ra d’he goms, hag aru iac’h, e teu d’ar bourg da goves, hag alies ; receo a ra ar sacramancho ; bale e ra dre ar ba-