Chetu aman eun exempl pehini a discoe dimp penos Mari a so hon guir Advocades, ha penos ac’h obten distro ar bec’herien ar muian dirolet, a daleg ma vent recomandet de-hi. Qement-man a so c’hoarveet en Frans er bloa 1841, en eur barous deus a escopti Avignon.
« Daleet am eus, a lar ar person dan otro Desjenett, da scrivan d’ac’h ; gortos a ren distro eur pec’her aboe pell so a amser, mes hirie am eus ar boneur d’hen anons d’ac’h. Mes piou oa ar pec’her-ze ? Ha penos eo bet enem gonvertiset ? Ar pec’her-ze a oa eun den a deg vloa ha tri-ugent, adversour hanveet deus ar relijion ; na nefoa en he c’heno nemet blasfemo evit hon misterio zantel, ha goaperes evit an Ilis. Cals a dud pere hen c’hente, a neus collet ar fe, ha rar a vije goelet eun den a vije bet en he servich, a gement na roe eur scandal benag. Erfin, an den impi ha libertin-man a