Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/93

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 92 —

em servijet deus ho callout rag obten a refet peb gras evidomp.

Qeit-ha ma oa Mari voar an douar oa bepret, goude Doue, ocupet deus soulajamant ar re oa en ezom, ha neuse memeus a obtenne digant he Map ar pes a c’houlene. Bean meump eun exempl pehini a discoe dimp penos Jesus evit sentin ous he Vam a reas eur miracl a rog an amser a nefoa marqet evit comans he obero burzudus. Ebars ar fest euret en Cana, ar guin o vean bet manqet, Mari a reas digas dour, ha Jesus, dre respet evit desir Mari, a chansas an dour en guin. Voar gement-se, sant Thomas a ra remarqin penos, merag he Vam, Jesus na nije qet c’hoas comanset he viraclo. En eur gir, Mari a zo zellet gant Doue neubeutoc’h evel eur servijeres, evit evel eur guir Vam ; hag evit bean exaucet ne deus nemet goulen. C’houi, Mari, eme sant Jermin, c’houi a neus atolite eur Vam voar galon Doue, obtenet eta pardon evit ar bec’herien. Dac’h na neus netra imposubl ; pes ac’h all Doue dre he oll gallout, c’houi hen gall dre ho pedenno.