Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/92

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 91 —

Christ, evit-han da veant aseet en tu deo d’he Dad en env, hag evit-han da gaout oll gallout voar ar grouadurien ha voar Mari memeus, a deu da chelaou, da enem rentan da bedenno he Vam, da behini, evel ma tisq dimp an Aviel, eo bet soumetet qeit ha ma oa voar an douar. Aboe, eme sant Ambroas, oa bet plijet da Jesus choas Mari evit Mam, aboe, ha dre ar choas-se memeus, eo bet enem oblijet da sentin out-hi. Evit guir, Mari na gomant qet da Jesus en env, mes he fedenno a so pedenno eur Vam, ha pedenno eur Vam na ellont qet bean refuset. D’ac’h Mari, eme sant Per Damien, eo roet an oll gallout en env ha voar an douar ; na neus netra imposubl evidoc’h ; c’houi en env a so muioc’h c’hanvel eus eur Rouanez evit eus eur sujedes. Et eta, eme sant Bernardin, et da gaad Mari, na pet qet aon, rag Jesus a zel pedenno he Vam evel urso evit-han ; rag Doue a neus hueleet qement Mari, qen ma deus recevet an oll gallout digant-han.

O Guerc’hes, eme sant Per Damien, na dispriset qet eta difen hon c’hoz, c’heuillet ar pes a lavar d’ac’h ho calon evidomp, en