Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/86

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 85 —

Christ, hag eur famelen pehini eo Mari a so bet enem glevet evit hon sovetein. Heb-mar Jesus-Christ ec’h-unan a nije gallet hon soveteîn, mes pa eo guir penos ar c’hentan Eva a nefoa bet eur loden vras ebars n’hon c’hol, a diree ive ma nije an eil Eva, Mari, eur loden vras en hon silvidiges. Hag en effet, eme an Doctor Suarez, Mari a neus qemeret eur loden vras en hon silvidiges, ha qement-se en ter feson ; da gentan, en eur veritout dre he fidelite da respont da c’hraso Doue, bean bet choaset Mam da Jesus : d’an eil, dre ar pedenno pere a re bepret evidomp da Zoue, qeit ha ma oa voar an douar ; dan drede, dre ar sacrifis a reas deus he Map, en eur gonsantin d’he varo voar ar groas evit hon prenan.

Doue, herve eun Tad santel deus an Ilis, o considerin carante hag aqet Mari evit hon silvidiges, a neus hi laqet hanteroures entre he oll vugale hag hen, en eur gonfian de-hi an oll graso pere a neus c’hoant da rein dimp, en hevelep feson, eme sant Bernard, penos au dud pere a so, hag a re pere a vezo a dle sellet Mari evel ho guir voïen da vean salvet.