Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/87

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 86 —


Ouspen, Jesus-Christ a lar en Aviel penos na nal den mont hen beteg ma na ve caset gant he Dad, evel-se ive na ellomp qet mont beteg Jesus ma na vemp qet caset gant Mari. Jesus a so ar freus a Vari, piou benag a desir ar freus a dle mont d’ar voeen. Dre Vari a ve caet Jesus, ha pa ve caad Mari a ve ive er memeus amser caad Jesus. Goulenet, eme sant Caetan, ar pes a gerfet digant Doue, ma na c’houlenet qet an he dre Vari, e colfet ho poan. Sonjal, eme sant Antonin, bean chelaouet gant Doue hep sicour Mari a so esa nijal hep diou esqel. Evel a lare Pharaon da re a deue da c’houlen bara digant-han : et da gaad Joseph ; Doue ive a lar dimp pa c’houlenomp eur c’hras benag : et da gaad Mari ; en hevelep feson, m’ac’h ellomp laret da Vari gant muioc’h a ouirione evit an Ejipsianet da Joseph : hon silvidigez a so entre ho taouarn.

Pa eo eta guir, o Mari, penos na neus moïen all ebet da vont da Doue an Tad nemet dre Jesus, nag ariout beteg Jesus nemet dreizoc’h, petra a deufomp n’hîn ? Pesort esperans e momp n’hîn, mar deuet,