Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —


PEDEN.


O Mari, penos ho trougarecaad deus ho madelez en hon c’hever ha trougarecaad Doue da vean roet ac’hanoc’h d’ar pec’her evit esperans ! Oll, Guerc’hes, a leqeomp entre ho daoarn an afer deus hon silvidiges. Beet bepret ho taoulagat digor e voarnomp, evit hon divoal deus an danjur : ha mar memp ar maleur da goean er pec’het, na leset qet ac’hanomp da gousqet en eur stat qen truezus : o deut neuse buan d’hon sicour evit mac’h elfomp ho meulin en pad an eternite.




TRIZECVET DEVEZ


————


Mari a dle bean an esperans deus hon silvidigez.


Eun den hag eur vroeg oa bet enem glevet evit hon c’hol. Eun den ive, Jesus--