Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/84

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 83 —

goulou, n’alas qet digemer an oll dud pere a glasqe antren. O oelet eun dra qen burzuduz, ar vugale memeus ne oant qet evit miret ho joa, nag ar groage ho daerou, ispisial pa gleojont ar baotret o cana litanio ar Verc’hes gant eur gontantamant hep par. Evid houn-me, ar pes a oelen hag a gleven oa evel eun huvre ; chom a ris estonet ha souezet ; tremen a ris an noz o covesaat paotret. Ar iaou, ar guener, ar sadorn, e oan ar govision adaleg ter heur deus ar beure beteg deg heur deus an noz. Erfin, ar barous an antier nemet deg den pere a nefoa enem gemeret re divezat, a neus communiet en noz Nedeleg gant eur fe hag eun devosion pehini a re scuil daero d’an oll asistantet. An de voar lerc’h oe eun de meurbet caer evit ar relijion ha meurbet agreabl evit ar Verc’hes da behini oamp dleourien dimeus a efejo qen estonus : en de-se, ar baotret oll enem gonsacrjont da Vari, hag erfin ar Jubile, a resevjont digan’hin ar vedalen miraculus pehini a dougont dre respet evit-hi. »


————