deus ar zul-ze, ma groeg a bedas ac’hanoun da vont dan ofern gant-hi. Laret a ris de-hi penos e tore ma fen d’hîn gant he devosiono, ha mont hi d’an ofern mar he defoa c’hoan ha lesel ac’hanoun tranqil. Goude creis de, a pedas ac’hanoun c’hoas da vonet d’an Ilis, mes reîn a ris de-hi ar memeus respont evel deus ar beure. Mont e ra hi ec’h-unan d’ar gouspero. Mes, o ma Doue, piou a roas d’hîn en amser-ze, an ide pehini a douge ec’hanoun, en despet d’hîn, da vont d’an Ilis ! Mont a ran en efet, asistan a ran er venedicsion ar Sacramant, hag en qeit-se na ren nemet goelan.
» Neuse e laris de-han e oa just en heur-ze e oa bet recomandet d’ar Verc’hes, ha penos Mari a re en he galon eur chanchamant qen burzudus.
» Hen credîn a ran, a respont ar bourc’his-man, rag aboe ar momet-se am eus bet enem santet douget da lacat urs am c’honsians, ha da reglin ma bue. Eun neubet deio goude, a meus groet ho pedin da laret diou ofern evit obten digant Mari ma teuge da achuin ma c’honversion, hag en de divean a larec’h an ofern evidoun, me a