Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/76

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 75 —

pliset dever ebet deus ar relijion ne moa delc’het nemet ar sonj deus an discadures christen pehini em oa recevet pa oan ioanq. Ma relijion-me oa c’hanvel ous relijion cals a dud all pere na sacrifiont nemet d’ar goal desirio deus ho fasiono : dall oan voar an afer ar muian important, voar an interest deus ma ine. Lesel a ren er gis-se ma deio da dremen, hep enem jenan deus ar pes ac’h alje ariout ganin. Neus qet pell c’hoas, maro eur mignon a deuas da darc’ha eun toll crenv voar ma c’halon, mes an toll-ze na oa qet nersus avoalc’h evit ma difunin dimeus ma c’housqet danjerus, manqout a re dîn eun toll muioc’h crenv deus ar c’hras, hag ar Verc’hes hen neus han d’hîn obtenet. Bean so eur miz hanter, a teuas, mar oc’h eus sonj, ma groeg da recomandin d’ac’h adressin ac’hanoun da bedenno ar Verc’hes. — Ia, sonj am eus, a respontis de-han. — Neuse, eme ar bourc’his, e comansas ma c’honversion : er sul memeus en pehini ma poa ma recomandet d’ar Verc’hes, ar sul-ze a oa an de divean evit resistan da c’hraso Doue, pehini a c’houle antren em c’halon. Aboe ar beure