Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/75

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 74 —

droug speret a deu da fontan, da vean diners dirag protecsion Mari.


EXEMPL.


(Arc’h-Breuriez, eil caier, pajen 151.)


Chetu aman ar pes a so c’hoarveet er ger a Naonet da voel Asompsion ar Verc’hes er bloa 1841. Silaouet liser person ar ger-man d’an otro Desjenett, person deus a Ilis an Itron ar Victoario en Paris.

Eur bourc’his deus ma c’her a so enem distroet hirie ous Doue pehini na nefoa qet aboe pel so a amzer servijet, ha d’ar Verc’hes eo dleour deus he gonversion. Ha chetu aman penos ar bourc’his-man ec’h-unan a neus roet din an histoar deus he chanchamant. « Aru ec’houn, e me-han gant eun er joaus, da bean d’ac’h ar dle deus ma c’hanoudeges vad, rag d’ar pedenno ec’h eus groet evidoun a credan ec’h oun dleour dimeus an evurusdet pehini a santan em c’halon, ha dimeus an esperans em eus breman da enem sovetaat.

» Aboe pemzec vloa so na moa qet rem-