Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/74

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 73 —

feson qen na al qet noazout d’he servijourien. Ma bugale eta, eme Vari, pa deuio ho adversour da enem gemer ousoc’h, sevet ho taoulagad d’em c’haad ; qemeret couraj, rag qeit-ha ma peso recours d’hîn, e vefet assuret da c’honit ar victoar, rag me a so Rouanez an droug sperejo, ha qen spontus evit-he evel eun arme prest evit ar brezel.

Hanval ous an arc’h santel pehini a douge ar Judevien pac’h ent d’ar bresel, ha deus pehini ar oel a re d’ho c’hinimiet qemer an tec’h, ar oel ive deus a Vari a ra da adversourien hon silvidigez qemer an tec’h, renons d’hon foursuiv ; rag ar bresans deus a Vari a so evit an droug sperejo muioc’h poanius evit an oll dourmancho deus ann ifern. Hanval c’hoas ous ar ouabren misterius-se pehini, en de, a deue da dicheolin ar Judevien en desert, hag en noz, ho sclerijenne, Mari gouabren madelezus ec’h ampech da goean voarnom erder ha fulor justis Doue, hag ar memeus amser gouabren a dan a bella an droug sperejo. Ouspen, eme sant Bonavantur, evel ma teu ar c’hoar da fontan dirag an tann, evel-se gallout hag eforjo an