Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 72 —
UNECVET DEVEZ
————
Mari a neus ar gallout evit difen he servijourien tentet gant an droug speret.
Mari Rouanez an aele a so ive Rouanez an drouc sperejo. Hi a neus trec’het an ifern, ha goneet voar an droug sperejo, herve ma nefoa annonset Doue d’ar serpant aboe commansamant ar bed, en eur laret de-han : laqet a rîn casoni entre ar vroeg ha te, hag ar vroeg a vruzuno dit d’ha ben. Mes pehini eo ar vroeg-se prometet aboe qeit a amzer ? Ar vroeg-se eo Mari, pehini, dre he humilite ha dre he furete hep par, a neus bruzunet ners an droug speret. Eva a neus roet dimp ar maro, Mari ar vue ; Eva enem lesas da vean goneet gant ar serpant, gant an droug speret, Mari a neus chadennet he c’hallout deus eur hevelep