Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/72

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 71 —

veseet ac’hanoun, sicouret ac’hanoun ; ho pedin e ran d’ober ze, me a so ar brasan pec’her a c’heus biscoas goelet. Hen covesaet a ran, rein a ran de-han sacramant an Nouen, gant an induljanso deus eur maro mad, ha pa finisen, e finise ive he vue. »


PEDEN.


O Mari, refuj ar bec’herien, ampechet ac’h eus c’hoas da goean ebars an ifern, abalamour mac’h eo bet recommandet d’ac’h, eun den pehini hen nefoa meritet qen lies. O Mari, pegen agreabl int eta d’ac’h ar pedenno a ra ho servijourien evit distro ho breudeur goneet gant ar pec’het. Seblantin a ret gortos ho pedin hepqen, hag hep dale e teuet d’ober ar pes a ve goulennet diganac’h. O Mari, silaouet eta ar pedenno a reomp d’ac’h er miz-man, evit conversion ar re evit pere enem interesomp. O Mari, hon silaou a refet, rag ho pedin a reomp deus a greis hon c’halon, hag ar re evit pere ho supliomp a neus esom bras deus ho sicour. Mari eta refuj ar bec’herien, beet true ousimp !