ec’h oc’h bet chomet bousar ous he beden.
C’hoarveout a ra penos a ve goulenet treo digant Doue hep na vent obtenet, ha pere goulenet digant Mari a vent bepret resevet. Perag-se ? Mari, ha bean e deus-hi muioc’h a c’hallout evit Doue ? Na deus qet certen : mes plijet eo gant Doue, a disq dimp sant Bernard, laqat he oll graso en tre daouarn Mari evit reîn de-hi an henor hag ar blijadur d’ho zistribuin dimp. Leromp eta gant fians da Vari asambles gant eun Tad santel : O Rouanez trugaresus, beet sonj penos na neus biscoas clevet, a ve bet biscoas peden genac’h dispriset, na disprisfet qet eta, Mari, ma c’hini !
Chetu aman eun exempl pehini a discoe penos Mari, refuj ar bec’herien, a deu d’ho sicour en ho brasan esomo. Ha qement-man a so c’harveet en Frans en 28 deus a viz est en bloa 1842, er barous deus a Bourbon-Lancy. Na larin netra en tuont