Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/67

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 66 —

sion da Vari, rag Mari o oelet he viser a deuio buan d’en sicour. Hanval ous ar plac’h-se pehini a nefoa goelet sant Ian, ha pehini a nefoa diou esqel, Mari na red qet hepqen da sicour he servijourien, mes nijal e ra voar diou esqel ar Seraphinet pere a so en he servich. Len a reomp en Aviel, penos pa eas Mari da visitan he c’hiniterves, a eas gant cals a hast, evit discoe dimp, eme sant Bonavantur, penos Mari na dale qet da sicour ar re pere a deu da enem adresin de-hi. Alies memeus an desir bras a neus Mari d’hon sicour a ra ma teu arog ma ve bet pedet. Sellet penos eo ar Verc’hes, ebars er fest euret en Cana, a bed da gentan he Map, ha hep ma oa bet pedet hi ec’h-unan, d’ober he viracl qentan en he c’handret. Mes mar deu Mari d’hon asistan arog memeus ma ve bet pedet, pegen buan na deuio-hi qet pa he fedfomp ? Mar ne man qet ar greden-ze c’hoas don en ho calon, silaouet ar c’homjo pere ec’h adress sant Bernard da Vari : O Mari, contant houn na deuio tiaoet ebet da rentan meulodi d’ho madeles, mar gal eun den hepqen laret penos, goude ho pean pedet,