Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/66

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 65 —




DECVET DEVEZ


————


Ad te clamamus exules filii Evae.


Bugale da Eva, deus ar bed-man, e criomp, Mari, en ho treseg.


————


Mari na dale qet da sicour ar re a deu d’he fedin.


Bugale malurus deus eur vam goupabl ha coupabl n’imp hon-unan, nîn a so en draoien-man a daero pell deus hon guir vro, ha dindan ar bec’h deus a bep sort poanio. Evurus eta piou benag, deus a greis miserio ar bed-man, a sav he daoulagat en treseg ar gonsolatoures an dud aflijet, en treseg Mari hon guir vam.

Evurus eta ar c’hristen pehini, fidel dar scoer a recev digant an Ilis, a neus devo-