Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/65

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 64 —

en eur reîn de-han da intent penos ec’h oc’h refuj ar bec’herien a neus groet de-han ho pedin ; c’houi a neus-han tennet deus he disurjo, hag hen rentet en peuc’h gant Doue ha gant-han ec’h-unan. O Mari, pegement a bec’herien a oelet-hu aman en ho presans, ha pere, scouis a vean pell deus ho Doue, a gri d’ho caad dimeus a fons ho c’halon : Mari, refuj ar bec’herien, pedet evidomp ! Ha possubl e ve, ô Mari, e teufac’h d’ho dilezel ! O nan, hon Mam, sellet er barouz-man hoc’h oll bugale bian ha bras, o consacrin d’ac’h ar miz-man, hag hen ober gant eur guir devosion : ia, esperîn ha credîn a reomp penos ar miz-man na dremeno qet hep ma santfomp an efejo deus ar graso a scuilfet e voarnomp ; rag ho pedîn a reomp, na biscoas na neus bet clevet penos eur vam dener a ve bet pedet en voen.


————