Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/64

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 63 —

ma dorn hag ous he glebian gant ha daero a lavaras : O ma zad, pegen evurus ec’h oun ! na neus qel pell e oan euzus dirag Doue, ha Doue a neus ma fardonet : hen santout e ran, rag ma c’halon a so beuet a zousder hag a beuc’h. O ma zad, bean evîn breman guir gristen, hen prometin e ran da Zoue, da Vari, ha dac’h. En eur gemer conje digan-hîn, a c’houlenas am briatan ; ha qeit ha ma serren en tre ma divrec’h an danvet pehini oa bet dianquet, ha qeit-ha ma vesqen ma daero gant he re, e lavaras din : ma zad, qent evit donet da Baris oan mad, aman ec’h oun bed collet : c’hoas enem santan sempl ha fragil, hag e teufen faloc’h evit diagent, mar chomfen er ger-man ; rag-se e partian dilun da noz, ma flas a so arretet, retorn e ran d’hem bro en toez ma c’herent ; pedet evidoun, evit-me n’hoc’h ancoaîn james.


PEDEN.


O Mari, refuj ar bec’herien, c’houi a so bet c’hoas o clasq ar pec’her-man ; c’houi a neus-han digasset en ho templ ; c’houi