Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/63

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 62 —

pec’het a disclerie, ar penitant paour-man a difronqe, a scuille daero hag enem blege beteg an douar. — O pelec’h ec’h în-me da enem guan, eun den miserabl evel ma c’houn ! Goude bean abuset deus ho graso, ô ma Doue, ec’h eus c’hoas ma suportet ! O pegen bras eo ho madeles ! Petra a vijen-me deut ma pije ma sqoet pa veriten ho coler ?

He govision a badas c’hoec’h de, bemde e teue da goves, ha ze oa he vrassan plijadur. Ouspen, dont a re divoech bemde ous treit aoter ar Verc’hes evit he zrugarecaat deus ar c’hras a nefoa resevet digant-hi, hag evit goulen graso neve ; bean em oa ar boneur d’he reconsilian gant Doue, ar sadorn, eis de goude ma nefoa comancet Mari he gonversion. Pa laris de-han penos ec’h en da reîn de-han an absolven, an den ioanq-man em zellas gant eun er jenet. — Mes, ma zad, ha na eo qet re vuan ? Na meus qet groet c’hoas pinijen deus ma c’hrimo. — En rasurin a ris ous e nem goms de-han deus a virito Jesus-Christ. Enem dol e ra dan douar evit enem humilian ha goulen pardon. Pa savas, e qemeras