Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/69

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 68 —

d’ar pez a scriv person ar barous-man d’an otro Desjenett, person deus a Ilis ar Verc’hes en Paris.

« Unan deus ma farvoisianis, den pinvidic, mes ive unan deus an dud-se pere, dre ho c’hondu fall, ac’h eller da c’henvel ar laournez deus eur barous, ar sqandal deus ho breuder, an dristidiges deus ar Pastor, abalamour d’an hineo e collont, an den-man c’hanavet evit ar pes e oa, ebars ar c’hartiero voar dro, a goe clanv gant eur c’hlenvet pehini a nefvoa tennet e voar n’han dre he vue direis ha brutal. O c’hanaveout ar stad en pehini enem gav ec’h an d’hen bisitan ; exposin a ran de-han gant dousder ha carante an danjur en pec’hini eman evit he silvidigez, ma na c’houl qet antren en’han hec’h-unan : reîn a ran de-han ar moieno evit sovetein he ine ; mes an den-man, pell da enem rentan d’am avijo na ra nemet ma insultin dre gomjo insolant, ha na discoe qen qeun nemet da nonpas bean enem distrujet evit ma nije qet bet ar boan da vean clanv : couscoude ar c’hlenvet a garge e voar n’han, hag eset mad oa goelet pe-