qonversion. Ar laer ac’h euil an avis, hag evit enem oblijan mui-ous-mui d’hen remplisan, e ra veu ; hag ouspen gant aon da vanqan d’he bromese, bep sadorn e valee hep arm. Fidel d’ar pes a n’eus prometet en henor da Vari, an den-man enem oel prest da goean en tre doarn soudardet pere hen c’hlasqe ; hag evel ma oa ar sadorn, n’eseas qet enem difen. Qemeret e oe ha digaset dirag ar barner pehini o oelet he gosni a c’hoanteas lesel he vue gant-han : mes ar laer touchet dre graso pere a n’eoa Mari obtenet de-han, a disclerias penos e tesire mervel en punition d’he dorfejo. Er memeus amser ec’h ansavas dirag an oll ar falagries deus he vue, ha gant qement a geun ma teuas an oll asistantet da vesqa ho daero gant he re. Laqet e oe d’ar maro hag interret hep henor. Mes goelet e oe ar Verc’hes gant guerc’heset all o tonet d’hen sebelian gant eur mezer brodet en aour, ha d’hen dougen beteg an doriou deus ar ger a Drant. Eno ar Verc’hes a gargas eur soudard da vonet da bedin an Escop da interin gant cals a henor corf an den paour pehini e oa bet distrujet, mes pehini e oa bet he servijer fidel.
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/6
Neuz