Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/5

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 4 —

dirag ho taoulagad ha pe eo guir ac’h eus roet d’hin evit loden ar vizericord, chelaoet ma feden, clevet ma mennad ; accordet d’hin pardon evit ar bec’herien pere enem adres d’hin.

O pegen lies a bec’her na deus qet sauveteet, ha memeus a bec’herien ar muia caledet a daleg ma teuont da laqat en-hi ho fians ha da ober eun dra benag en he c’henor.


EXEMPL.


Caout a rer scrivet penos eur relijius ac’h es da gavet eur brigant, eur laer dreist muzur pehini a chomme voar ar meneio deus a Drant. Hen pedin hag hen angajin e reas da chanj bue, ha da renons d’he laeronsio ha d’he injustiso. Ar brigant a respontas d’ar relijius penos he grimo e oa qen euzus hag he bassion qen crenv ma na oeleqet moien, na remet da enem unani gant Doue : couscoude, e me an den direis-man, mar qevet eur voien benag, me so contant d’he c’hemer. Iunet, e me ar relijius, iunet, bep sadorn en henor d’ar Verc’hes, na ret domaj da den a bet en de-se, ha Mari a obtenno ho