Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/4

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 3 —

Doue he laqat voar an tron, na oa qet hep qen abalamour dezi hec’h unan mes ispicial evit silvidigez he fobl ar Judevien. Ar c’homjo-man pere ec’h adrese Mardoche da Esther, ni a c’halfe ive ho c’hadresin d’ar Verc’hes mar deufe biqen d’hon ancoaout ha da nonpas chelaou hon feden. « Na ancoaet qet, ô Mari, hon Rouanez, mar eo plijet gant Doue ho huelaat qement dreist an oll dreo crouet, na ancoaet qet penos neo qet hepqen evit asuretin hoc’h evurusdet, mes ive c’hoas evit ma c’helfet dre ho calloud soulajin hon mizerio, iac’haat hon gouliou dre eur sicour muioc’h pront ha muioc’h efedus. »

Len a reomp c’hoas penos pa apparissas Esther dirag ar roue Assuerus, heman gant eur visaj dous a choulennas digant-hi : Esther pesort eo ho peden ? petra eo ho mennad ? Ho ! ma roue, eme Esther, mar emeus caat gras dirag ho taoulagad, accordet d’hin bue ar Judevien, groet na vezo qet distrujet ma fobl. Qerqent Assuerus e ra terrin an urs a varo. Chetu ase eun dolen, eur figur deuz ar pez e ra Mari evidomp-ni.

Bepret enem bresant dirag tron an Autrou Doue en eur lavaret : mar em eus caat gras