Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 6 —
PEDEN.
Ha c’hoant a meump-ni da asuretin hon silvidigez ? beomp recours da Vari, leqeomp hon fians en-hi : ha mar deu ar oel deus hon fec’hejo d’hon spouronnin beomp sonj penos Mari n’eo Rouanez a visericord, nemet evit sovetaat dre he frotection ar bec’herien memeus ar muia coupabl, adaleg ma teuont da enem adresin dezi. Chetu aze ar pez a rei, ô Mari, unan deus ho caeran curuneno en env. Peb hini dimeus ar bec’herien baour-ze pere e pezo soveteet a formo evel eur fleuren en ho curunen, curunen pehini a direo meurbet ousoc’h, pa eo guir ezoc’h ar Rouanez a vizericord. Ni eta, Mari, ni hon c’hunan a gontribuo da gaeraat ho curunen, rag ni a so pec’herien, mes enem adresin e reomp d’ac’h hag en-oc’h e man hon fians.
————