Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/44

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 43 —

da Vari, au doctor Suarez, a lavare en he heur divean : na mije biqen sonjet, na credet, penos e vije qen dous mervel. Galout e re lavaret ha santout qement-man, rag en pad e vue oa bet fidel da Vari. Nîn, caromp ive Mari, ha Mari a rei dimp ar memeus gras en hon heur divean.

Chetu aman eun exempl pehini a dle rein dimp da gompren penos Mari na abandon james dreist bep tra en heur ar maro piou benag an eus devosion evit-hi.


EXEMPL.


(Levr Arc’h-Breuriez, pajen 455.)


Ar pes ec’h an da laret d’ac’h a so tennet dimeus eur lizer scrivet er bloa 1840, da berson Ilis ar Verc’hes en Paris, gant eur leanez deus eur gouent trapistezet. (Chetu aman he c’homjo, d’ar person-ze.) En de ma oan bet consacret da Zoue ha groet leanez, ma mam a deuas d’em goelet : ober e reas d’hîn qemer lod en he foan, ha scuil cals a daero pa disclerias penos ma zad pe-