Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/43

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 42 —

pehini a tepant hon eternite evurus pe malurus. Enem leqeomp en hon heur divean ; penos e refom-n’hîn evit enem souten ebars er momet spontus-se ! O Mari, santout a reomp, a vreman, hon sempladures, d’ac’h neuse, muioc’h evit james, e momp recours : rag, sant Bonaventur a disq dimp e digaset voar an douar ar sperejo evurus deus pere eo formet ho coard, e digaset an-he en dro d’ho servijourien en n’ho heur divean, ha qement-se evit ho souten hag ho difen a enep an dentasiono deus an droug speret, hag evit dougen d’an env an ineo pere qeit-ha ma oant voar an douar, a nefoa bet recours d’ac’h. Ouspen, ô Mari, an doctor bras sant Jerom a asur dimp penos na enem gontantet qet da lacad asistan ho servijourien voar ho maro, mont a ret oc’h-unan da diarben hoc’h ineo, ha goude bean ho resevet digant an aele, ho mesajourien, c’houi eo ho fresant dirag tribunal ho Map, a difen ho c’hos, a digor d’he dor ar barados, hag ho flas en dro d’ho tron en env. O pegen evurus e vefomp en heur deus hon maro, mar qeromp, a vreman, bean devot d’ar Verc’hes ! Eur servijer bras