Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/42

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 41 —

muian caret. Chetu aze penos enem gondu cals a dud, cals a gerent memeus an eil en qenver he gile ; mes Mari na diles james he servijourien en ho foanio, hag ispicial er poanio deus ar maro, pere a so an terruplan an eus an den da andurin. Mari a so hon souten en hon beach voar an douar, hag hon dousder voar hon maro, rag hi hen rent evurus.

Aboe an eus bet Mari an anqen da asistan en maro Jesus voar ar groaz, aboe e deus obtenet asistan hec’h oll servijourien en ho heur divean. Qement-se e ra d’an Ilis hon dougen da adressin lies d’ar Verc’hes ar beden-man : O Mari, pedet evidomp, pec’herien, en heur deus hon maro. Pegen spouronus n’eo qet an heur-man ! Ar remors deus ar gonsians, ar spont deus ar jujamant pehini a dosta, ar mar deus ar silvidigez ; peb hini deus ar sonjesono-man, hanval ous qen lies a glenve, a deu da biqat an ine, da dreuzin ar galon, ha d’hen cargan dimeus eur melqoni meurbet estranj. Ouspen, en heur-ze an droug speret a gresq he arach, a impli he oll fineseo tromplus evit hon gonit er momet-se deus