hini oa clanv a boe naonteq miz gant eur c’hlenvet hep remet, oa prest da vervel ha couscoude nac’h oule qet e vije comset dehan a sacramancho nag a relijion. An disteran gir hen laqee en fulor : na nefoa en he c’heno nemet leio douet ha blasfemo : a aboe he gommunion gentan na oa qet bet o qovez. Galout a ret, otro, compren pegement a boan a reas ar c’helo trist-ze d’hîn ; rag caret a ren ma zad, ha crenan e ren gant aon na deuje da vervel en eur stad qen malurus. Ebars ma nec’hamant e laqeis ma fians en Mari. Reîn a ris d’am mam eur vedalen vian pehini a dougen ha pehini oa bet biniget genac’h voar aoter ar Verc’hes en ho c’hilis. Cargan a ris ma mam d’he rein d’em zad. Mont e ra d’ar ger, hag en eur ariout e coms deus ma desin d’am c’herent pere oa deut da oelet ma zad : enem gonvenin a rejont penos e vanqe ofr ar vedalen de-han. Goude bean goulennet digant-han penos enem gave, ma mam a disqoe de-han an treo e defoa digaset gant-hi deus ar gouent, hag erfin e presantas de-han ar vedalen deus ma feurs. O pegen bras eo gallout ha madeles
Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/45
Neuz