Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/39

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 38 —

d’em c’haad ; (comjo person an Ilis-man) enem expliqan e ra gen-hîn, reîn a ra d’hîn da santout penos an eus c’hoant da c’heuil ar relijion, hag e c’houl dian’hîn petra a vije ret de-han da ober. Enem istruin e ra deus ar guirioneo christen, da laret eo, disqin a ra he gatechis, hag he boan e oe recompenset dre ar gommunion pehini a nefoa ar boneur da ober evit ar voech qentan deus he vue, d’ar iaou imblid, er bloa l839. Mes ar pes a estonas ec’hanoun ebars ar govision, qeit-ha ma pronosen ar girio santel deus an absolven, e oa ho clevet an Ofiser-man pehini a nefoa ar visac’h garo deus eur soudard, oc’h uanadin, oc’h irvoudin, hag o scuil daero. Pe m’oa achuet, ec’h c’houlenis digant-han mar oa eun dra benag a gement hen jene, hag a gement a re poan de-han ? — O beet tranqil, ma zad, e lavaras d’hîn, nem eus nec’hamant ebet ; na n’houn nemel evurus : ar joa deus pehini eo carget ma c’halon e ra d’hîn scuil an daero dous-man. Biscoas na mije sonjet pegement a gonsolation a reserv Doue d’ar re a distro out-han. O relijion madelezus, pegement em eus-me a c’hlac’har d’hes