Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/40

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 39 —

bean hanavet ha c’heuillet qen divezad ! Ma zad, nan, na ancoaîn biqen ar momet-man deus ma bue, nag an evurusdet deus pehini eo breman carget ma c’halon : hen prometîn e ran da Zoue, hen prometîn e ran d’ar Verc’hes, da behini ec’h oun dleour deus ma c’honversion, ha digant pehini ec’h ortoan ar sicour em eus ezom evit bean fidel d’hem fromese.


PEDEN.


O Guerc’hes, c’houi pehini ec’h eus discoet ho madelez en qenver ar pec’her paour-man, acordet d’imp ive ho protecsion. Pa hon difenfet, deus petra e m’omp-ni aon ? Deus hon fec’hejo ? Mes c’houi enem ra caousion evit-he ; c’houi dirag hon barner enem garg da respont evidomp : deus an droug speret ? Mes ho c’hano hepqen e laca an ifern da grenan : deus ho Map coleret eneb d’imp ? Mes eur gir deus ho peurs a so avoalc’h evit hen gonit : na meump qen aon nemet deus n’imp hon c’hunan, beteg goud na deufemp da ancoaout ho pedin en dentasion ha da berisan dre