Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/38

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 37 —

union-ze pehini na alle qet da gompren, rag hen e oa deus eur c’haragter pront ha colerus. Erfin, a remarqas penos ar peuc’h deus an ti-man a deue dimeus ar relijion pehini e oa en-han respectet ha pratiqet. Qement-man e ro de-han da sonjal hag e teu evel qeun dean da nonpas caout ive relijion. Ebars an disposision-man e oa pa deuas an itron deus an ti d’hen pedin da vonet gant-hi da ofis ar Verc’hes da ïlis Itron-ar-Victoario. (Ilis meurbet brudet dre an henor e renter en’hi da Vari ha dre ar burzudo e ra ive Mari en’hi). Evit ober plijadur d’an Itron pehini a nefoa groet de-han eun digemer qen mad en he zi, an Ofiser a eas d’an Ilis. Enem scuisan e ra cals en pad ar gouspero : ar sarmon e ra eun tam impresion e oar n’han, ispicial pa gleo recommandin pedin evit ar bec’herien. Ar sul voar lerc’h an den-man a retorn c’hoas : dont a ra memeus diou oech voar ar zun goude creis-de, nonpas evit pedin, rag na oar qet, mes evit sonjal hag ober reflexion ; goude-ze na vanqas james da ofis ar Verc’hes en pad c’hoec’h miz e tremenas en Paris. « Goude ar bevaret sul e teuas