Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/37

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 36 —

deus he vue e oa bet tremenet en pad ar bloavejo qen malurus deus hon Revolusion gentan, bloavejo en pere a oa difennet en Frans dindan boan a varo coms deus a Doue, ha rentan de-han an henor e verit. Savet ha disqet e oa bet evel ar soudardet er scolio deus an Ampir, scolio en pere ar relijion e oa neubet preseget, ha nebeutoc’h c’hoas pratiqet : en eur gir, na nefoa qet groet he gommunion gentan, ha privet e oa deus an disteran disqadures christen. Dimeus ar scolio ec’h eas d’an armeo ; hag er stad-se, en mesq an danjerio, en creis an disurjo e vevas evel an dud da bere ar santimancho deus ar fe ha deus ar relijion, na leqeont na dalc’h na muzur. Goude tout, na oa qet eun den pehini a nefoa casoni evit ar relijion hag ar veleïen. Na oa qen aparans nemet e finiche he vue evel h’en ne oa hi tremenet beteg neuse ; mes aferio hen digas da Baris hag e tisqen en ti mignonet vertuus ha tud a relijion. Resevet mad, an Ofiser enem blij en ti-man. Ar furnes, ar peuc’h, an union, pere a rene er famill, qement-se a reas eun impression vras e voar n’han. Clasq e ra deus petra ac’h el c’hoarveout an