Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/27

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 26 —

eur obten ho c’honversion d’ar bec’herien a rent eta deze ar vue deus hoc’h ine hag a so dre eno ho bue. An Ilis a appliq da Vari ar c’homjo-man dimeus ar Scritur santel, piou benag a so aqetus d’hem c’hlasq, a gavo ar c’hras : en hevelep feson m’ach eller laret penos caout recours da Vari, ha caout gras Doue a deu an eil d’he gile. Chelaoet eta, e me sant Bonavantur, c’houi pere a desir rouantelez an env ; henoret Mari, he fedet hag e qefet ar vue hag e refet ho silvidigez. C’houi eta, pec’herien, e me sant Bernard, pere a so privet deus a c’hras Doue, clesqet-hi dre voïen Mari, rag hi e deus-hi caat. Dezi ec’h adrese an ael Gabriel ar c’homjo-man : no pet qet aon, Mari, rag caat ec’h eus ar c’hras. Mes penos ec’h alle Mari bean caat ar c’hras ? Caat eun dra era da intent eve bet collet. Mari pehini a so bet concevet hep pec’het, ha pehini, evel ma tisq d’imp ar fe a neus bet conservet bepret gras Doue, na deus-hi qet eta collet, ha dre ze n’aller qet laret e deus-hi caat. Eun Docteur a respont penos Mari a neus caat ar c’hras, mes n’eo qet evit-hi, mes evit ar bec’herien pere devoa hi c’hollet. Et eta,