Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

hon c’hunan a so dleourien d’ach deus ho silvidigez.



PEMPET DEVEZ.


————


Vita.


HON BUE.


Mari a so hon bue abalamour ma c’hobten d’imp ar pardon dimeus hon fec’hejo.


Evit galloud compren perag an Ilis a deu da c’hervel Mari hon bue, a eo ret goud penos gras Doue a so d’an ine ar pes eo an ine d’ar c’horf ; hag evel na den ar c’horf ar vue nemet deus an ine, evel-se ive an ine na den he vue nemet dimeus gras Doue, hag eur oec’h privet dimeus ar c’hras, an den na neus nemet ar spes deus ar vue. Mari, en