Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/28

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 27 —

pec’herien, et da gaat Mari, ha leret dezi gant fians : O Mari, reit d’imp ar c’hras, c’houi a neus-hi caat evidomp, c’houi oc’h unan e lar d’imp er levrio sagr penos ec’h oc’h evel en tour huel ha crenv evit hon miret enep hon adversourien, ha penos ac’h eus ar gallout da galmin coler hon barner, fians eta, Mari, e meump en ho sicour, hag hon fians a gresq pa glevomp ho serviger bras sant Bernard o laret : et, pec’herien, et da gaat Mari, et da gaat ar vam-ze a vizericord ; discocet dezi ar gouliou deus hoc’h ine, ha Mari a discoeo d’he Map he c’halon leun a garante hag a drue evidoc’h, hag he Map, ho parner enem leso da vean teneraat ha goneet.


EXEMPL.


Chetu aman eun exempl en toez mil pehini a disq d’imp scleramant penos Mari a so evit er pec’her bue he ine, en eur obten de-han ar c’hras deus he gonversion. Qement man a so c’hoarveet en Paris en eun Ilis consacret d’ar verc’hes hanvet Itron-ar-Victoario, er bloa 1844. (Levr Arc’h-Breu-